ADKL 29
ADKL 29
Ajañs Departamant evit ar c’helaouiñ war al lojeiz Penn ar Bed a zo grataet gant Ministrerezh e-karg eus al lojeiz.
Roll an ADKL a zo bet anavezet gant al lezenn KAK (Kengred hag Adneveziñ ar c’heriou) d’an 13 a viz Du 2000.
HON KEFRIDOU
L’ADKL evit ar preveziaded a zo :
- Ur c’huzul neptu ha digoust
- Pal an ADKL a zo kinnig d’an holl ur c’huzul personelaet war ar gwir, an arc’hant hag an telloù e liamm gant al lojeiz
- Ur strollad arbennigourien
- Steuñvoù arc’hantaouiñ personelaet : prestoù ha skoazelloù, spletoù kemedel…
- Kevratoù sinet gant tud a vicher : kevrat gwerzhañ, kevrat saverezh, kevrat mestroniezh al labourioù, kevrat embregerezh, kevrat prestañ… ;
- Lojeizoù feurmet : Kevrat feurmiñ, adweladenn ar feurmoù, kargoù, stadoù al lec’h, difraeoù a-benn feurmiñ ul lojeiz sokial… ;
- Tailhoù ha telladurezh evit ar madoù diloc’h : Postadurioù da feurmiñ, taos war ar gwerzh ouzhpennet (TVA), tailhoù lec’hel, spletoù kemedel… ;
- Kenberc’henniezh : Emvodoù-meur, kargoù, labourioù, reolennoù muianiver, kuzul sindikadel… ;
- Reolennadur diwar-benn kalite al lojeiz : dereadegezh, diyac’husted, amiant, plom, bevezadur energiezh ;
- Asurañsoù e liamm gant al lojeiz : saverezh, annez, amprest ;
- Darempredoù gant tud a vicher : karater tiez, noter, sindik, tisavour, saverien, tiez-bank… ;
L’ADKL evit an tud a vicher a zo ivez :
Un arsellva brientek eus :
- Emzalc’h an implijerien ;
- Ar goulennata war al lojeiz ;
- Ar bolitikerezhioù publik ;
- Plegenn ar madoù diloc’h